Unidade Galega (kevread)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unidade Galega a oa ur c'hevread krouet gant Partido Obreiro Galego, Partido Socialista Galego ha Partido Galeguista e 1979.

Pal ar c'hevread a oa sevel ur bodad broadelour e Kambr ar Gannaded a vefe gouest da varc'hata ur statud emrenerezh mat evit Galiza.

E dilennadegoù lezennel 1979 o doa gounezet 58.391 mouezh (5.35%) ha kannad ebet. En dilennadegoù lec'hel da heul, avat, o doa gounezet 68.759 mouezh (6.35%) ha 141 c'huzulier ha Domingo Merino a oa dilennet da vaer A Coruña.

Aet eo ar c'hevread da get.