Partido Socialista Galego
Partido Socialista Galego (PSG) ("Strollad Sokialour Galiza") a oa ur strollad broadelour eus an tu kleiz bet krouet dre guzh e Galiza d'ar 23 a viz Eost 1963 gant Mario Orxajes Pita, Salvador Rei, Salvador García Bodaño, Xosé Luís Rodríguez Pardo, Cesáreo Saco, Manuel Caamaño ha Ramón Piñeiro.
Emezeliñ a reas ouzh ar strollad nevez tud bet izili kozh eus ar Partido Galeguista ("Strollad Galizegour") evel Francisco Fernández del Riego, dilennet da brezidant ar strollad, hag ivez tud yaouank bet levezonet gant mennozhioù Ramón Piñeiro evel Xosé Manuel Beiras Torrado ha Ramón Lugrís.
E 1965 e krog da embann e Perpinyà ar gelaouenn Adiante ("War-raok"), embannet adalek dende 1969 e Galiza dindan an anv Galicia Socialista ("Galiza Sokialour").
E 1972 e voe dilennet Xosé Manuel Beiras da Sekretour-Meur ar PSG ha degemeret an deorienn bet diorroet gantañ anvet "trevadennouriezh diabarzh".
E 1974 e kemer perzh PSG e Kendalc'h Sokialour Iberia a-gevet gant PSOE, Moviment Socialista de Catalunya, Partit Socialista del País Valencià hag an Unión Sindical Obreira.
E 1975 e teuas da vezañ PSG Movimento Socialista Galego ("Luskad Sokialour Galiza").
Da heul disoc'hoù fall ar mouezhiadegoù stad e 1977 hag ivez abalamour da levezon PSOE e sav tabut e diabarzh ar strollad ha leuskel a ra Beiras e bost a sekretour hag an izili hag a a save a-du gantañ a dosta muioc'h ouzh PSOE a oa bet krouet gante Colectivo Socialista-PSG, ennañ ur c'hant ezel bennak. Skarzhet e oant bet diouzh PSG da c'houde ha neuze ec'h ejont da emezeliñ er PSOE da vat.
Unan eus an aozadurioù bet savet Unidade Galega (UG, "Unvaniezh Galiza") gante e oa PSG da-geñver ar mouezhiadegoù koulz evit Parlamant Spagn hag evit an tiez-kêr bet dalc'het e 1979. Nac'hañ a reas PSG avat kemer perzh gant peurrest ar strolladoù enbarzhiet en UG er poellgor gantañ da gefridi sevel ur raktres evit Statud Galiza.
Da-geñver an Eil Emvod-meur e 1980 e oa bet votet a-enep endeuziñ PSG gant Partido Obreiro Galego (POG, "Strollad Micherour Galiza"), daoust ma save ar strollad a-du gant krouiñ Mesa de Forzas Políticas Galegas evit gallout kaozeal gant Bloque Nacional Popular Galego (BNPG, "Bloc'had Broadel Poblel Galiza"), diazezet war ar Bases constitucionais ("Diazezoù bonreizhel") embannet e 1976. Diwar an diviz-se hag a dalveze kement ha tostaat PSG ouzh BNPG e savas reuz er strollad ha meur a ezel a yeas kuit.
Da-geñver mouezhiadegoù Galiza dalc'het e 1981 e oa bet savet ul listenn a-gevret etre PSG ha BNPG ha diwar-se e oa bet tapet gante tri dileuriad en holl, en o zouez un ezel eus PSG, Claudio González Garrido.
Pa oa bet krouet Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") e teuas da vezañ PSG unan eus an aozadurioù anavazet ez-ofisiel en e diabarzh. E 1983 e oa bet divizet gant PSG kuitaat BNG ha diwar an diviz-se ec'h a da get ar strollad dre ziviz lod eus an izili menel e diabarzh BNG dindan an anv Colectivo Socialista keit ha ma'c'h eas ar peurrest, gant Domingo Merino ouzh o fenn, d'en em deuziñ e-barzh Esquerda Galega e 1984 ha diwar-se e oa bet savet PSG-EG.