Uncle Sam

Eus Wikipedia
Uncle Sam treset gant James Montgomery Flagg e 1917.

Uncle Sam (Eontr Sam) eo personadur Stadoù-Unanet Amerika. Dont a raje e anv — hep ma vefed peursur — eus al lizherennoù U.S. (= United States, Stadoù-Unanet). Tresoù Andrew Jackson, 7vet Prezidant ar Stadoù-Unanet a zo bet roet dezhañ. E deroù an XIXvet kantved e oa bet savet an anv-se, ha treset evit ar wech kentañ gant Thomas Nast (1840-1902).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.