Ulrica Elisabeth von Liewen

Eus Wikipedia

Ulrica Elisabeth von Liewen (1747–1775), a oa un dimezell a enor e lez rouanez Sveden, Lovisa Ulrika, pried ar roue Adolf Fredrik (1710 - 1771).

Hervez ar vrud e oa serc'h da Adolf Fredrik, roue Sveden. Ur bugel o doa bet, Lolotte Forssberg (1766–1840). Den nemeti, hag ar roue hag ar rouanez, ne ouie piv e oa an tad, ha pell e voe miret ar sekred. Lolotte a voe graet war he zro e lez ar rouanez ha gant he lezc'hoar Sofia Albertina Sveden.

Dimeziñ a reas Ulrica da Charles de Geer af Leufsta (1747-1805), hag ur verc'h o doe da vihanañ, Charlotta Eleonora de Geer af Leufsta (1771-1791), dimezet e 1788, marvet da 20 vloaz.