UVB-76

Eus Wikipedia
Poltred eus al lec'h embann radio Uvb76 tennet gant Departamant Difenn Stadoù-Unanet Amerika.

UVB-76, lesanvet "the Buzzer" (ul lesanv roet gant selaouerien ar radio), zo ur radio a skign abadennoù war skignoù berr war ar frekañs 4625 kHz. Embannet e vez gant ar radio-se ur son berr hag hirvoudus. Adembannet e vez ar son iskis war-dro 25 gwech bep munutenn, bemdez, a-hed an deiz.

Ar son iskis enrollet e 2013. Klevout a reer ivez un doare kemennadenn embannet gant ur vouezh.

A-wechoù ar son a vez troc'het gant mouezhioù e rusianeg. Ar c'hentañ gwech ma voe kaoz eus embann ar sonioù-se war ar frekañs a voe e 1973. Sklaer eo e teu an embann sonioù eus Rusia. Evit ar perak eus an embann ar son n'eus ket bet displegadenn sklaer ebet betek-henn. Biken n'eo bet anzavet na displeget gant gouarnamant Rusia implij ar skignadurioù-se.