Unión do Povo Galego
Unvaniezh Pobl Galiza (galizeg Union do Povo Galego (UPG) a zo ur strollad broadelour ha marksour-leninour.
Krouet e 1964 en deus da bal emrenerezh Galiza ha difenn interestoù ar renkadoù labourerion.
Savet e oa bet gant UPG talbennoù broadelour ledan: da gentañ Bodadenn Vroadel Pobl Galiza (galizeg Asamblea Nacional Popular Galega (ANPG) ha war-lerc'h Bloc'had Broadelour Galiza (BBG) (galizeg Bloque Nacionalista Galego (BNG)). Abaoe 1982 emañ UPG unan eus ar strolladoù ezel eus BBG.
Bautista Goyel Álvarez Domínguez eo prezidant ar strollad. Sekretour Meur UPG, Francisco Rodríguez Sánchez, a zo ivez kannad evit BBG e Breujoù Spagn.
Embannet e vez gant UPG ar gelaouenn Terra e Tempo.
Dalc'het e oa bet XIvet Kuntell Broadel UPG e Santiago de Compostela e 2005.