Twm o'r Nant
Twm o'r Nant ("Tom eus ar saonenn") eo an anv-pluenn implijet gant ar skrivagner kembraek Thomas Edwards (1739 – 3 a viz Ebrel 1810). Genidik e oa eus Llanefydd, e Sir Ddinbych gwechall, e biz Kembre. Yann e vil vicher e voe e-pad e vuhez : devezhour war ar maez, tavarnour, douger keuneud, mañsoner...
Anavezet eo Twm o'r Nant gant e skridoù anvet “anterliwtiau”, pezhioù-c’hoari farsus ha flemmus, graet evit bezañ c’hoariet war leurennoù er foarioù pe er pardonioù. Skrivañ a reas ivez e-leizh a ganaouennoù hag a varzhonegoù.
E dibenn an XVIIIvet hag e deroù an XIXvet kantved e teuas da vezañ brudet e-touez an dud vunut, rak en e skridoù e adkavent o meno war direizhderioù ar mare-hont. En e amzer e veze graet "Cambrian Shakespeare", da lavaret eo "Shakespeare Kembre", eus Twm o'r Nant.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Biography of Thomas Edwards
- Saunders Lewis, “Twm o'r Nant”, e Meistri'r Canrifoedd (Caerdydd, 1973)
- Kate Roberts, “Twm o'r Nant”, e Gwŷr Llên y Ddeunawfed Ganrif (1966)