Turdus grayi
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Turdus grayi, luc'hskeudennet
e proviñs Alajuela (Costa Rica).
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Turdidae | ||
Genad : | Turdus | ||
Anv skiantel | |||
Turdus grayi Bonaparte, 1838 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Turdus grayi[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Turdidae.
Dibabet e voe da evn broadel[2] — ent-ofisiel d'an 3 a viz Genver 1977 — gant Costa Rica ma vez graet "yigüirro" anezhañ.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned, buzhug, melc'hwed, ha glazarded gwech an amzer ; kemer a ra frouezh a bep seurt ivez[3].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an nav isspesad[4] anezhañ e Kreiz ha Suamerika, en un takad hag a ya eus Mec'hiko da gKolombia :
- Turdus grayi casius, eus Costa Rica da walarn Kolombia,
- T. g. grayi, e kreisteiz-pellañ Mec'hiko ha kornôg Guatemala,
- T. g. incomptus, e hanternoz Kolombia,
- T. g. lanyoni, e kreisteiz Mec'hiko, hanternoz Guatemala ha kreisteiz Belize,
- T. g. linnaei, e kreisteiz Mec'hiko,
- T. g. megas, eus kornôg Guatemala da Nicaragua,
- T. g. microrhynchus, e kreiz Mec'hiko,
- T. g. tamaulipensis, e kreisteiz Texas (kreisteiz Stadoù-Unanet Amerika), biz ha reter Mec'hiko,
- T. g. yucatanensis, e gevred Mec'hiko ha hanternoz Belize.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Turdus grayi el lec'hienn BirdLife International.
- (en) Turdus grayi e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (es) Guías Costa Rica - El Yigüirro – Ave Nacional.
- ↑ (en) Turdus grayi el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Turdus grayi.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: