Mont d’an endalc’had

Tu ne sauras jamais !

Eus Wikipedia

Tu ne sauras jamais ! (Ne ouvezi biken !) a zo ur ganaouenn c'hallek hag a voe savet ar gerioù anezhi gant Georges Millandy (1870-1964). Krouet e oa bet an ton gant Joseph Rico (1876-1957) e doare ur valsenn.

Embannet e voe ar skrid-sonerezh gant H. Delormel Éditeur (Pariz) e 1910 ha kanet da c'houde gant un toullad mat a arzourien : Mathé Altéry, Marguerite Bernard, Adolphe Bérard, Damia, Aimé Doniat, Malloire, Marcelly, Francis Marty, Resca, Mado Robin, Carmen Vildez ha reoù all.

Brud a voe adkaset d'an oberenn e 1960 a drugarez d'ar film Fortunat gant Alex Joffé (1918-1995) : ennañ e c'helled selaou an aktour gall Bourvil (1917-1970) ouzh he c'hanañ (Selaou ha sellet ouzh ur bomm eus Fortunat).

Ur ganaouenn all — Tu ne sauras jamais — a voe embannet e 1994 gant ar strollad sonerien gebekat Les BB : daoust m'eo peuzheñvel an titl anezhi, n'he deus mann ebet da welet gant Tu ne sauras jamais ! e-keñver ar gerioù hag an ton.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]