Try a Little Tenderness

Eus Wikipedia
Ray Noble, luc'hskeudennet
o seniñ ar piano e miz Here 1935.

Try a Little Tenderness a zo ur ganaouenn saoznek, savet gant ar bozierien vreizhveuriat James Campbell ha Reg Connelly hag ar pianoour ha sonaozer stadunanat Henry MacGregor Woods.

Enrollet e voe, evit ar wech kentañ, gant Ray Noble hag e laz-seniñ d'an 8 a viz Kerzu 1932[1] ha Val Rosing ouzh he c'hanañ. Enrollet e voe ivez gant ul listennad hir-hir a arzourien all ; koulskoude ez eo ret lavaret ez eo doare fromus Otis Redding, embannet e 1966 en e albom The Otis Redding Dictionary Of Soul - Complete & Unbelievable[2], a zo chomet mil anavezet er bed a-bezh.

Dibabet e voe Try a Little Tenderness gant Stanley Kubrick da gentañ kanaouenn Dr. Strangelove (1964) ha, dre n'halle ket echuiñ e film hep un tamm mousfent kriz, e tibabas ar filmaozer stadunanat We'll Meet Again da ganaouenn diwezhañ.

Selaou Try a Little Tenderness...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù (doare Otis Redding)...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]