Mont d’an endalc’had

Troma Entertainment

Eus Wikipedia

Troma Entertainment (berraet gant ar stumm Troma) zo un embregerezh produiñ hag embann filmoù dieub e Stadoù Unanet Amerika. Savet eo bet gant Lloyd Kaufman ha Michael Herz e 1974. An embregerezh a brodu filmoù gant boujedoù izel ha dieub diouzh ar studioioù bras. An doare anezho zo dreist-holl reoù spont. Darn anezho zo reoù gant fent, flemmus, gore ha splatter.

E 2012, an embregerezh a oa bet oc'h embann un toullad filmoù war YouTube. Ar chadenn YouTube Troma a oa bet lamet dre ma vefe enebet ouzh lezennoù an embregerezh.

Troma en deus bet produet, prenet hag embannnet ouzhpenn 1000 film dieub. Al lugan e 2014 a oa "40 years of Disrupting Media". Abaoe e vez kendalc'het d'e implij o kemm ar bloavezh nemetken. Ul lugan all implijet gant an embregerezh a oa "Movies of the Future." Krouet ez eus bet ur servij arvestiñ filmoù enlinenn e doare streaming anvet Troma Now.

Manifesterien e 2013 e-pad Festival Cannes o c'houlenn un oscar evit Troma

Evit ul listenn glok, gwelet Listenn eus filmoù gant Troma. Amañ dindan e kaver ul listenn eus un nebeud filmoù perc'hennet gant Troma.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]