Mont d’an endalc’had

Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù

Eus Wikipedia
Talbenn an embannadur saoznek kentañ
Ra vo dibennet !
(Skeudenn gant Charles Robinson, 1907)

Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù (titl orin saoznek : Alice's Adventures in Wonderland), berraet alies en Alis e Bro ar Marzhoù (Alice in Wonderland), eo ar romant brudetañ savet gant ar skrivagner saoz Charles Lutwige Dodgson dindan an anv Lewis Carroll.
Embannet e voe er bloaz 1865 hag an droidigezh vrezhonek kentañ, kaset da benn gant Herve Kerrain, a zeuas er-maez e 1995[1].

Un heuliad, Through the Looking Glass ("A-dreuz ar melezour") a voe embannet e 1871[2] ; n'eo ket bet troet e brezhoneg betek-henn.

Embannet e voe al levr d'ar 4 a viz Gouhere 1865, tri bloaz goude ur bourmenadenn en ur skaf war ar stêr Isis, a red dre gêr Oxford, hag a voe graet gant ar reveranted Dodgson (Carroll) ha Robinson Duckworth gant teir flac'hig :

  • Lorina Charlotte Liddell ( 13 vloaz, a zo anvet Prima er varzhoneg-digeriñ).
  • Alice Liddell (10 vloaz, anvet Secunda ).
  • Edith Liddell ( 8 vloaz, anvet Tertia )

Kregiñ a reas ar valeadenn ouzh pont Folly e-kichen Oxford hag echuiñ un dek kilometr pelloc'h, e Godstow. E-pad ar bourmenadenn e kontas Dodgson d'ar c'hoarezed Liddell un istor edo o paouez ijinañ. Hennezh a deuas da vout Alice's Adventures Underground ha diwezhatoc'h Alice's Adventures in Wonderland.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dastumad "Levrioù Skol al Louarn", An Here, 1995, ISBN 978-2-86843-097-7 (br)
  2. Lewis Carroll (1865, 1871), Alice's Adventures in Wonderland and Through the Looking Glass (skeudennaouet gant John Tenniel), Penguin Classics, 2012, ISBN 978-0-14-143976-1 (en)