Gwilcherez
Neuz
(Adkaset eus Troc'herez-c'heot)
Ur wilcherez, pe troc'herez-c'heot, zo ur mekanik da wilchat, pe da droc'hañ geot, dezhi meur a lavnenn.
Meur a seurt a zo. Darn a ya en-dro gant eoul-maen, re all gant an tredan. Darn a dro en-dro d'un ahel a-serzh, re all en-dro d'un ahel a-blaen.
Louzus ha trouzus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tamallet e vez dezho ober trouz (met ar re dredan ne reont ket nemeur), louzañ an endro diwar deurel CO2 evit ar re a lonk eoul-maen, pe sachañ war an tredan evit ul labour a c'hallfed ober gant eoul-divvrec'h.