Troadikell
Un droadikell[1] zo ur benveg, pe ul lodenn anezhañ, hag a ya en-dro gant troad pe treid un den.
Troadikelloù a gaver :
- ouzh binvioù micher, evel ar stern-gwiader ;
- ouzh binvioù-seniñ, evel ar piano, an ograoù, an telenn ;
- er c'hirri-tan ha karbedoù all, evit buanaat, gorrekaat pe cheñch tizh ;
- ouzh ur marc'h-houarn evit e gas war-raok.
Troadikell wah-wah, da gemmañ son ur gitar tredan. |
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Troadikell, e Geriadur Vallée, p. 543