Tri
Tri eo anv brezhonek an niver etre daou ha pevar, a zo skrivet 3, ha teir eo furm wregel (pe benel) ar ger.

Kemmadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemmadur dre c'hwezhadenniñ a vez goude tri: tri c'hant, tri fenn, tri zi.
Petvediñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trede ha trivet eo an anvioù-gwan-petvediñ a glot gantañ, ha trede pe teirvet eo a glot gant teir.
Arveroù lieseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anv ar bloavezh 3
- Tri ferson an Drinded, er relijion gristen
- An Tri Romant, anv brezhonek teir danevell gembraek eus ar grennamzer anvet Y Tair Rhamant
- Un triad a zo ur bodad tri, tri den pe tri zra.
Rakger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur rakger eo e gerioù evel ar re-mañ:
Iskis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pevar den e oa an Tri Mouskeder brudet.
Krennlavaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pa vez tri e vez toull an ti