Treuzger

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Treuzgerioù)

War dachenn ar vorfologiezh e implijer an termen treuzger (e saozneg: transfix) evit komz eus ur c'henger amzibun ennañ elfennoù implijet e meur a lec'h e stumm diazez ur ger (ar "wrizienn") war un dro evit sevel diwarnañ stummoù diveret.

Implijet e vez alies treuzgerioù gant ar yezhoù semitek dreist-holl ma teu an diverradur diwar implij meur a batrom treuzgerioù a-grevet gant gwriziennoù amzibun a dalvez da framm diazez.

E malteg da skouer e implijer treuzgerioù ("patromoù") evit svel diwar ar wrizienn deirc'hensonennel K-T-B ar gerioù-mañ o tennañ d'ar skrivañ, ster diazez ar wrizienn:

Ger Ster Treuzger
kiteb "skrivas (eñ)" -i-e-
kitbu "skrivjont" -i--u
miktub "skrivet" mi--u-
ktieb "levr" --ie-
kotba "levrioù" -o--a

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]