Mont d’an endalc’had

Trent (stêr)

Eus Wikipedia
An Trent e Nottingham.
Diazad an Trent

An Trent zo unan eus stêrioù bras Bro-Saoz.

Eieniñ a ra e Staffordshire, en hanternoz da v-Birmingham, ha redek goude-se dre rannvro West Midlands a-raok en em deurel en aber an Humber, digor war Mor an Hanternoz. A-hed 188 km e c'haller bageal warnañ pe war ur ganol kenstur gantañ.

Ar stêr nemeti eo e Bro-Saoz hag a red war-zu an norzh, d'an nebeutañ al lodenn ardraoñ anezhi. War lez an Trent e kaver ar c'hêrioù-mañ : Stoke-on-Trent, Burton-upon-Trent, Nottingham ha Newark-on-Trent.

Brudet eo bouc'h ar stêr-se, an Trent Ægir. Brudet eo an Trent ivez abalamour ma tic'hlann aliezik e-pad ar goañv.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.