Trenkenn vorek

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Tresadenn 3-ment molekulennoù an drenkenn-vorek

An drenkenn vorek zo un drenkenn wan implijet alies evit he ferzhioù enepbreinañ, evel lazh-amprevaned, hag evel diaraoger kenelfennoù kimiek all. Talvezout a ra da c'horrekaer neutron er c'hreizennoù nukleel, evit reoliañ feur rannadur an uraniom. Kavet e vez dindan stumm strinkennoù disliv pe dindan stumm ur boultrenn wenn hag a deuz en dour. He formulenn diaoz zo H3BO3 pe B(OH)3.