Trawsgoed

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Trawsgoed zo ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Ceredigion. Emañ en hanternoz da saonenn ar stêr Ystwyth.

E kumuniezh Trawsgoed emañ kêriadennoù Llanafan, Llanfihangel y Creuddyn, Abermagwr, Cnwch Coch hag Y Gors. Dont a ra hec'h anv eus hini maner Trawscoed, maner an tiegezh Vaughan. Gwechall e oa domani ar maner-se an hini brasañ e Ceredigion. E-kichen ar maner ez eus aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h roman.

E 2011 e oa 989 a annezidi e Trawsgoed ha 550 anezho a oa kembraegerien (57,2%)[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12. .