Travank gris
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Chondrichthyes | ||
| Urzhad : | Rajiformes | ||
| Kerentiad : | Rajidae | ||
| Genad : | Dipturus | ||
| Anv skiantel | |||
| Dipturus batis Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An travank gris, pe travank du, pe travank rous, (Dipturus batis, bet Raja batis) zo ur pesk plat, kar d'ar rae, a vev er meurvor Atlantel hag er mor Kreizdouar.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 50 ha 100 kg eo e bouez ha war-dro 2.50 m e hirder. Gris-gell eo e gein, gant brizhelloù gwenn.
Er c'hontrol eus ar raeed eo oberiant noz ha deiz. En em vagañ a ra diwar pesked, krestenneged ha preñved.