Mont d’an endalc’had

Trá Lí

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tralee)
Ul liorzh leun a roz e kreiz kêr Trá Lí, dirak iliz Sant Yann.

Trá Lí (Tralee e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, e gwalarn kontelezh Ciarraí, war an aod. Kêr-benn ar gontelezh eo Trá Lí, hag ar gêr vrasañ enni. E 2006 e oa 22 744 a dud o chom enni.

Savet e voe kêr en XIIIvet kantved. Dont a ra an anv eus ar gerioù iwerzhonek "trá", traezh, traezhenn, aod, ha "Lí", anv ur stêr. Brudet eo Trá Lí abalamour d'ar gouel "Rose of Tralee" a vez aozet eno bep bloaz e dibenn miz Eost da zilenn ur gaerenn, a vez lesanvet "rozenn Trá Lí".

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.