Baile Mhic Eilegóid
Neuz
Baile Mhic Eilegóid (saozneg : Ballymacelligott) zo ur gêriadenn e Hanternoz kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon. Lec'hiet eo e Reter Trá Lí, kêr-benn ar gontelezh.
Ur vengleuz a oa bet savet e 1811 hag a servije d'ober danvez da sevel tiez e Trá Lí. An iliz a c'heller gwelout c'hoazh hiziv an deiz a oa bet savet e 1824. E baroniezh Triúcha an Aicme e oa.
E 1831, 3 535 den a oa o vevañ eno, 4 058 a oa e 1841.
Ur c'hleub mell-dorn a oa bet krouet e 1950.
Kêrioù