Trafalgar Square
Trafalgar Square (/ˌtrəˈfælɡər/) zo ul leurgêr e karter Westminster, e Kreiz Londrez. Savet e oa bet tro-dro d'al lec'h anvet Charing Cross. An anv "Trafalgar" zo bet roet evit enoriñ emgann Trafalgar, un trec'h war-vor breizhveuriat war nerzhioù Napoleon kevredet gant Spagn hag a voe dalc'het d'an 21 a viz Here 1805 dres dirak arvor Kab Trafalgar, e Spagn.
Lec'h Trafalgar Square a oa bet ul lec'h pouezus abaoe an XIIvet kantved, pa oa a-orin al lec'h evit kezeg ar roue hag e familh. Goude ma voe fiñvet ar marchosi gant ar roue George IV da Vuckingham Palace e oa bet kroget da ziorren en-dro ar marchosi kozh gant John Nash met sioul betek-re e voe an obererezhioù goude e varv, ar pezh a lakaas al leurgêr da vezañ digoret e 1844 nemetken.
Kolonenn Nelson, a zo e-kreiz al leurgêr, zo ambrouget gant peder delwenn leon. Petra bennak ma 'z eus delwennoù ha delwennoù lid e-leizh war ar blasenn, ar Fourth plinth (ar pevar diaz) chomet goullo aboe 1840, a vez implijet evit oberennoù arz arnevez abaoe 1999.
Ul lec'h kejañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lid ar bloavezh nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe bloavezhioù bremañ, tud en em vod war Drafalgar Square evit lidañ ar bloavezh nevez asambles. N'eo ket ur gejadenn aozet met niverus e vez an dud o tont memestra. Pennoù bras Londrez, re ar surentez dreist-holl, a vez ankeniet pa welont an niver a dud o vont war-gresk a vloaz da vloaz : ur riskl zo da welet al leurgêr beuzet gant un niver re vras a dud.
Abaoe ar bloavezh 2003 e vez un tan-arvest kreizennet war al London Eye ha glann su ar stêr Thames.
Abaoe 2014 e vez aozet lidoù ar bloavezh nevez gant pennadurezhioù meur Londrez sikouret gant aozadur an drugarez UNICEF ; kroget e voe adal ar mare-se da reiñ tikedoù d'an arvesterien a-benn reoliañ gwelloc'h al lid.
Lid an Nedeleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1947 e vez aozet lid an Nedeleg e Trafalgar Square. Ur saprenn eus Norvegia a vez profet da Londrez gant kêr-benn ar vro, Oslo, ha kinniget evel Saprennn Nedeleg Londrez. Un doare eo da drugarekaat ar Rouantelezh-Unanet evit an harp da Norvegia e-pad an Eil Brezel-bed. E-pad ar brezel e vevas eno ar priñs Olav kement ha gouarnamant harluet ar vro.