Tourterez
Un dourterez zo un ostilh seziz eus an amzer dremenet a veze implijet da ziskar murioù maen pe da doullañ dorioù prenn. En he stumm eeunañ, un dourterez n'eo nemet ur c'hef koad bras ha pounner douget gant meur a zen ha taolet gant nerzh ouzh he fal. Tourterezioù kempleshoc'h a oa gwarezet gant un doenn ouzh an tan pe ouzh ar mein, ar saezhoù ha kement a c'halled bannañ ouzh an dougerien. Rodoù a c'halle bezañ lakaet outañ ha dindan an doenn e veze istribilhet an dourterez war-bouez chadennoù pe kerdin. Penn an tourterezioù a c'halle bezañ graet gant metal ha kinklet.
Ostilhoù brezel efedus e oa an tourterezioù rak ar pezh a yae d'ober ar murioù a c'hiz kozh evel mein pe brikennoù a c'halle terriñ pa veze skoet gant nerzh. Dre forzh skeiñ e vrasae ar faoutoù betek krouiñ un toull. Pa veze toullet ar murioù pe diskaret un tamm anezhe e c'halle an arsailherien tennañ o mad eus an hent digoret da argadiñ an difennerien.
Pa grogas an armeoù da ober gant kanolioù seziz er Grennamzer e tigreskas da vat talvoudegezh an tourterezioù er sezizoù rak dañjerusoc'h e oant da implij (ret e oa tostaat d'an enebourien) ha ne oant ket ken galloudus. Stummoù bihanoc'h ha douget gant an dorn eus an tourterezioù a vez implijet hiziv an deiz gant ar polis da zigeriñ dorojoù prennet.
Ar c'hentañ skeudenn eus un dourterez a weler moarvat e bez an noblañs C'hety da vare XIvet dinastiezh Henegipt. Gwelet a reer daou soudard o kerzhet trema ur c'hreñvlec'h dindan goudor ur framm prenn gant un doenn hag o tougen ur berchenn hir a c'hallfe bezañ un dourterez[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Siege warfare in ancient Egypt. Tour Egypt.