Tours en l'air (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel ec'h implijer an termen tours en l'air evit deskrivañ ul lammadenn gant un troadur 360° pa vez eeun ha 720° pa vez doubl, an aliesañ kaset da-benn gant un dañser kentoc'h evit un dañserez.

Pa teu en-dro war al leur e c'hell degouezhout war an divc'har war un dro pe c'hoazh war un troad gant egile astennet en emstumm attitude pe arabesque pe zoken war ur glin evel pa vez implijet evit achuiñ ur variation.