Tour an avelioù
Tour an Avelioù eo an anv a vez graet eus un tour eizhkornek, a oa un horolaj dre zour (horologion a vez graet anezhañ ivez), savet en Aten war-dro 50 kent JK gant Andronicus Cyrrhus e forom roman an amzer. Hervez mammskridoù zo koulskoude e c'hallfe bezañ bet savet er c'hantved kent, a-raok ar peurrest eus ar forom.
En diabarzh e oa un horolaj dre zour (clepsydra), hag ac'h ae en-dro gant dour o tiskenn eus an Akropolis.
Pep hini eus an eizh mogerenn a ziskouez unan eus an eizh avel o nijal dre an oabl.
Eizh avel an eizh mogerenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Boreas, diskouezet gant blev ha barv foutouilhek, en ur sae stummet evel un avel-dro, ur grogenn en e zorn,
- Kekias, avel eus ar biz, gant ur skoed leun a gazarc'h
- Apeliotes, avel reter, en ur sae leun a frouezh ha pennoù-ed
- Euros, avel c'hevred, barvek, en ur sae dev,
- Notos, avel greisteiz, o skuilhañ dour,
- Lips, avel vervent, krog en aros ul lestr
- Zefiros, avel gornok, divarv, o skignañ bleunioù eus e vantell
- Skiron, avel walarn, gant ur gaoter, arouez ar goañv.
Horolajoù-heol, horolaj dre zour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan an uhelvos an eizh avel ez eus nav horolaj-heol.
Tour-iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ an oadvezh kristen e oa deuet an tour da vezañ tour un iliz vizantinat. Damc'holoet e oa bet gant douar ken na voe dizouaret en XIXvet kantved gant Kevrediezh Hendraouriezh Aten.