Tour-tan an Ejon Bras
Neuz
![]() | |
| Lec’h | Roc'h an Ejon Bras, Sant-Ke-Porzh-Olued, Frañs |
|---|---|
| Daveennoù lec'hiañ | |
| Tour | |
| Savet | 1859 |
| Uhelder | 24.8 m (81 ft) |
| Uhelder diwar live ar mor | 23.4 m (77 ft) |
| Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
| Gweladenniñ | Ne reer ket |
| Annezet | N’eo ket |
| Gouloù | |
| Enaouet evit ar wech kentañ | 1881 |
| Uhelder fokalenn | 17 m (56 ft) |
| Diraez | 17 nmi (31 km; 20 mi) (gwenn), 14 nmi (26 km; 16 mi) (ruz) |
| Doareenn ar sinal | Fl(3) WR 12s |
Tour-tan an Ejon Bras[1] zo un tour-tan savet 9 milmor e lark da Sant-Ke-Porzh-Olued. Heñchañ a ra ar bagoù davet bae Sant-Brieg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1859 ha 1862 e voe savet un tour hep tan. Koulskoude ne oa ket a-walc’h, neuze e voe uhelaet an tour-mañ etre 1880 ha 1881, ha lakaet ur gouloù a eoul maenek.
E 1905 e voe lakaet ur gouloù a aezhenn eoul-maen.
E 1960 e voe livet an tour e ruz ha du, ha war-lec’h, e ruz ha gwenn, evit uhelaat e hed-gwel.
E 1975 e voe lakaet ur gouloù a aezh propan ha mont a reas kuit ar gward.
E 1987 e voe tredanaet hag emgefreekaet an tour-tan.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Brezhoneg yezh ar mor. p. 4
