Tour-tan Trezian
Tourioù-tan | |
---|---|
Tour-tan Trezian | |
![]() | |
lec'hiadur | 48° 25' 25" N - 04° 46' 44" K |
Bro | ![]() |
Savet e | 1894 |
Uhelder | 37,2 m |
Uhelder diwar live ar mor | 86 m |
Hed-gwel | 23 mil-mor |
Gouloù | 1 sked gwenn, kuzhet div wech bep 6 eilenn |
Gweladenniñ | ya |
Annezet | n’eo ket |
Bloaz an emgefreekadur | 1984 |
Emañ Tour-tan Trezian e kumun Plouarzhel, e Bro-Leon. En douaroù emañ, 500 metr diouzh ribl ar mor hag ur c’hilometr hanter diouzh Beg Korzenn.
Asambles gant tour-tan Beg Enez Konk e verk an hent d’ar bigi a dremen dre ganol ar Forn, etre Enezeg Molenez hag an douar-bras.
Kelc’hiek eo an tour ha moanoc’h er penn uhelañ eget en traoñ. E tu ar c’hreisteiz eo livet e gwenn. Savet eo bet gant mein greunit eus an Aber Ildud.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enaouet e voe an tour-tan evit ar wech kentañ d’ar 1añ a viz Genver 1894. En amzer-se ez ae en-dro gant gaz eoul. E 1900 e voe staliet un dever dre aezhenn direoul. Betek 1963 e voe graet gant an danvez helosk-se, aesoc’h da broduiñ ha da gas. D’ar 15 a viz Eost 1944 e voe tizhet an tour gant un obuz ha gwallaozet e voe ar skalier greunit. E 1946 e voe adenaouet an tour-tan. Lakaet e voe al letern da vont en-dro gant tredan adalek 1963 hag e 1984 e teuas an tour-tan da vezañ emgefreek. Betek neuze e oa ur gward oc'h ober war e dro ha lojet e veze hemañ en un ti bihan a oa e traoñ an tour. Abaoe 1987 e c’haller gweladenniñ an tour-tan en hañv.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fichenn tour-tan Trezian e lec’hienn an DIRM NAMO (Direction InterRégionale de la Mer - Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Ministrerezh ar Sevenadur, base Mérimée, fichenn niv. IA29000456
- Fichenn e renabl ar glad e Rannvro Breizh
- Tour-tan Trezian e Wiki-Brest
- Tour-tan Trezian (skeudenn)