Tony Parker

William Antony Parker, anavezet evel Tony Parker, a zo ur c'hoarier basketball ganet e Bruges (Belgia) d'ar 17 a viz Mae 1982. Alies e vez lesanvet "TP" (distaget tipi).
Ur c'hoarier basketball gall a-feson eo. C'hoariet en deus er post kaser gant ar skipailh San Antonio Spurs etre 2001 ha 2018. Gounezet en deus tri zitl NBA All-Star Game. Eñ eo ar c'hoarier gall kentañ en deus bet titl an NBA.
Stummet eo bet e « Centre Fédéral », ha kroget en deus gant e vuhez labour e-barzh ar Paris Basket Racing e 1999. Draftet en deus e 28vet renk e 2001 gant skipailh ar Spurs. Sakret eo bet hini kentañ an NBA hag ar c’hoarier kentañ gopret war un titl er c’hrogad ziwezhañ .
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas get Eva Longoria e 2007, met dizimezet int d’an 10 a viz Du 2010. Daou deus e vreudeur a c’hoari basket-ball ivez : Terence Parker ha Pierre Parker. Dimezet e voe d'ar gazetennerez c'hall Axelle Francine etre 2014 ha 2020. E miz Meurzh 2007 en deus graet un album rap, anvet TP.
