Mont d’an endalc’had

Tomi Ungerer

Eus Wikipedia
Tomi Ungerer
Poltredet d'ar 27/03/2014
gant Claude Truong-Ngoc
Anv Jean-Thomas Théodore Ungerer
Ganedigezh 26 a viz Du 1931
Strossburi
Elsass
Marv 9 a viz C'hwevrer 2019 (87 vloaz)
Corcaigh
Poblacht na hÉireann
Beziadur Bered S'Gallemaettel, Strossburi
Broadelezh Elsassat • Gall
Relijion Protestant

Micher Treser, skeudennaouer, skrivagner
Stummadur Skol-uhel an arzoù-kinklañ,
Strossburi

Internet (en) tomiungerer.com

Jean-Thomas Théodore "Tomi" Ungerer, bet ganet d'ar 26 a viz Du 1931 e Strossburi (Elsass) hag aet d'an Anaon d'an 9 a viz C'hwevrer 2019 e An Góilín (Goleen e saozneg), e Kontelezh Corcaig (Poblacht na hÉireann) a oa un treser, ur skeudennaouer hag ur skrivagner elsassat.

Tremen 140 levr a embannas, a zo bet troet e meur a yezh ha gwerzhet er bed a-bezh. Brudet eo e levrioù evit ar vugale. E eñvorennoù skeudennaouet hag oberennoù politikel en deus graet ivez, koulz ha skeudennoù erotek.

Brudet eo e zoare ampart hag izegour da dresañ, leun a ijin dreist hag a fent teñval. Ker brudet all eo ar skritelloù a reas er bloavezhioù 1960 enep Brezel Viêt Nam ha diforc'hidigezh ar « gouennoù ». Displegadennoù pouezus a-zivout an darvoudoù politikel ha kevredigezhel a c'hoarvezas en eil hanterenn an XXvet kantved eo oberennoù Tomi Ungerer. Betek e dremenvan e kendalc'has da stourm evit e vennozhioù, enep an armoù nukleel hag a-du gant Unaniezh Europa da skouer, dre aozadurioù evel Amnesty International ha Reporters sans frontières.

Ur mirdi zo gouestlet dezhañ en e gêr c'henidik.

Alice Essler e oa e vamm, ha Théodore Ungerer e dad. Un ijinour hag ur farder horolajoù steredoniel e oa an tad ; un arzour hag un istorour e oa ivez.

Pa varvas Théodore Ungerer e 1935 e tilojas an tiegezh da Wintzenheim e-kichen Kolmer ; hag eñ pevar bloaz hepken e krogas Tomi da dresañ.

E 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed, ha destaget e voe Elsass ouzh Alamagn an Trede Reich. Deoget e voe ti ha labouradeg ar re Ungerer ; Tomi, eizh vloaz, a voe treuzkenteliet gant an nazied en e skol e Kolmer : deskiñ alamaneg dindan tri miz, deskiñ kanoù nazi, selaou prezegennoù Adolf Hitler. E anv-bihan gallek zo bet kemmet e « Hans »[1]. Galleg a veze er gêr c'hoazh koulskoude. Pa voe flatret Alice Essler d'an nazied en em dennas dre lavaret d'ar Gestapo e oa ret-mat e chomfe gallegerien en Elsass evit ren war ar C'hallaoued goude trec'h an Trede Reich[2]. « Gall er ger, elsassat er straed hag alaman er skol&nbsp,» eo Tomi neuze[1].
Pa zistroas Elsass da Vro-C'hall e 1945 e voe berzet komz elsässerditsch ha ret komz galleg dindan boan a vout flac'hataet[3] — nac'het e bivelezh hag e sevenadur ouzh Tomi un eil gwezh neuze.

Kement-se holl a levezonas e labour arzel A-hed e vuhez.

Adalek 1946 e voe anaouder er skoutelezh[4] hag e veajas war varc'h-houarn a-dreuz Bro-C'hall betek 1948.

E 1950, d'an oad a 18 vloaz, e c'hwitas war e vachelouriezh ; neuze ec'h eas da c'hoari biz-meud betek Kab an Norzh e Norvegia.

Daou vloaz goude, e 1952 ec'h enluas e rannarme an dremedalerien en Aljeria, met klañv-bras e voe hag e rankas distreiñ da Elsass er bloaz war-lerc'h 1953 ; e miz Here ar bloaz-se e krogas da studiañ e Skol-uhel an arzoù-kinklañ e Strossburi. Eno e kejas ouzh studierien o devoa bet yalc'hadoù digant ar Fulbright Program bet krouet e 1946 en SUA, ar pezh e lakaas da zaremprediñ ganto ar greizenn stadunanat e Strossburi. Drezo e voe dedennet gant lennegezh SUA, ar sonerezh jazz ha treserien bannoù-treset ar gazetenn The New Yorker, Saul Steinberg (1914-1999) dreist-holl. Siwazh, skarzhet e voe eus ar Skol-uhel goude bloaz, war zigarez ma oa amsent. E-pad bloaz adalek 1954 e labouras evel pestalier ha treser bruderezh evit embregerezhioù lec'hel.

Beajiñ dre Europa a eure ivez (Gres, Skandinavia], Yougoslavia hag all, dre c'hoari biz-meud bepred pe dre labourat war listri-karg) hag e 1956 ec'h erruas e New York, « gant 60 dollar en e c'hodell hag ur valad tresadennoù ha dornskridoù », a gontas en e eñvorennoù. Eno e skeudennaouas bruderezh evit ar jederioù Burroughs ; kenlabourat gant kazetennoù ha kelaouennoù a reas ivez : Esquire, Harper's Bazaar, Life, The New York Times ha Village Voice en o zouez. Bloaz goude e tivizas chom e New York da vat. Gantañ ivez e voe treset skritell ar film Dr. Strangelove skrivet ha sevenet gant Stanley Kubrick (1964)[5].

Eno e skrivas hag e skeudennaouas e levr kentañ evit ar vugale, The Mellops Go Flying ("Ar re Vellops a ya dre garr-nij"), a voe embannet gant Harper & Row e 1957. Gant al levr-se ec'h eas priz ar Spring Book Festival.
Daou vloaz pelloc'h, e 1959, e timezas Tomi Ungerer gant Miriam Strandquest ; ur verc'h anvet Phoebe o devoe. Medalenn aour an New York Society of Illustrators a voe deroet d'an arzour er bloaz-se ivez.

War-du Europa e troas e 1961, pa voe embannet Die drei Räuber ("An tri laer") en Alamagn. Er vro-se e voe aozet e 1962 e Berlin un diskouezadeg a-zivout oberennoù an treser elsassat. Un diskouezadeg taolennoù flemmus a voe bloaz war-lerc'h e New York.

E 1966 e teuas a-zindan ar wask The Party ("An nozvezh vondian"), ul levr ma rae goap eus uhelidi New York. Daou dra bouezus a eure Tomi Ungerer er bloaz 1967 : sevel e New York enep Brezel Viêt Nam ha diforc'hidigezh ar « gouennoù », hag e Kanada e tiazezas a-gevret gant daou vignon ur gompagnunezh filmoù sinema ha skinwel anvet Wild Oats ("Kerc'h gouez" e saozneg plaen, "paotred yaouank diroll" e luc'haj).

Kanada hag Iwerzhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude dibriediñ ec'h addimezas Tomi Ungerer e 1971 gant Yvonne Wright, a oa a orin eus Kontelezh Corcaigh ; tri bugel o devoe. Kuitaat New York a reas an tiegezh hag em staliañ en un atant e Nova Scotia e Kanada. Tri levr a savas an arzour eno : No Kiss for Mother ("Pok ebet da Vammig", 1973, un emvuhezskrid evit ar vugale), Allumette (1974)) evit ar vugale ivez, ha skeudennoù evit Das grosse Liederbuch ("Levr bras ar c'hanaouennoù, 1975). E vuhez e Nova Scotia a gontas en e levr Far Out Isn't Far Enough ("Pell en diavaez n'eo ket pell a-walc'h", 1983).

E 1976 e kuitaas Kanada gant e bried hag o bugale da vont da vevañ e An Góilín e Kontelezh Corcaigh ; alies e vezent e Strossburi ivez.

Pemp bloaz diwezhatoc'h, e 1981, e voe aozet un diskouezadeg vras e Mirdi an arzoù-kinklañ Paris evit lidañ 25vet bloaz remzad an arzour. Er bloaz-se end-eeun e voe dilennet da wellañ treser ar bed gant Salon international de la caricature e Montréal.

E 1990 e voe diskouezet tresadennoù Amnesty Animal da-geñver Kendalc'h bedel gwarezerien al loened e Basel, Suis. Bloaz goude e lidas T. Ungerer e 60vet gouel-bloaz gant embann levrenn gentañ e eñvorennoù, À la guerre comme à la guerre. E 1994 e voe embannet e Zürich ul levr anvet Poster ("Skritell") ma 'z eo bet dastummet holl e dresadennoù evit ar bruderezh. E Bro-C'hall e 1995 e voe deroet Priz meur broadel an Arzoù grafek d'an arzour elsassat gant Maodierndi ar Sevenadur.

Daou levr evit ar vugale a voe embannet e 1997 : Flix e Zürich hag e Paris, Cats as Cats Can ("Kizhier evel ma c'hall kizhier" [bout]) e New York.

Kindergarten Die Katze

1998 : da Domi Ungerer e voe deroet ar Priz Hans Christian Andersen, lakaet a-live gant Briz Nobel al lennegezh evit ar vugale, en abeg d'e oberennoù war an dachenn-se.
Bloaz goude, e 1999 e voe embannet Otto, ul levr all evit ar vugale a-zivout ar brezel hag an naziegezh.
Gant ar savouriezh ivez e oa dedennet an arzour : en hevelep bloaz e tresas gant an tisavourez Ayla Suzan Yöndel un diwallerezh evit ar vugale, e stumm ur c'hazh, anvet Kindergarten Die Katze, a zo bet savet e Wolfartsweier e-kichen Karlsruhe[6].

E 2000 e voe anvet Tomi Ungerer da gannad Kuzul Europa evit ar yaouankiz hag ar c'helenn.

Er bloaz 2001 e voe lakaet e oberennoù war ziskouez e Japan. Da-geñver 70vet deiz-ha-bloaz an arzour e voe savet e Strossburi un diskouezadeg a-zivout e labour e New York. En hevelep bloaz e voe uhelaet da ofiser al Lejion a enor e Bro-C'hall.

E 2002 e voe embannet De père en fils, ul levr diwar-benn e dad, p'en devoa Tomi boulc'het skrivañ istor e familh ; e 2002 ivez e tegemeras Kindergarten Die Katze ar vugale kentañ.

Er bloaz 2007 e voe digoret Mirdi Tomi Ungerer / Kreizenn etrebroadel ar Skeudennaouiñ er Villa Greiner, bali ar Marseillaise e Strossburi.

D'an 9 a viz C'hwevrer 2019 e varvas Tomi Ungerer e Corcaigh. Tri devezh goude e voe e obidoù en iliz St Brendan e Beanntraí.

Devet e voe korzf Tomi Ungerer ; un hanternn eus e ludu a voe lakaet e bered An Góilín, hag an hanterenn all e bez ar familh er S'Gallemaettel (bered Saint-Gall) Strossburi[7],[8] hag an hanter all e .

Ul lid-kañv protestant ha katolik a voe aozet e Strossburi d'ar 15 a viz C'hwevrer, e galleg, en elsasseg hag en alamaneg. Gant ar maer e voe rentet enor d'an arzour a-berzh kêr. Ur bedadeg skout a voe e dibenn al lid.

Gant Levraoueg vroadel Alamagn emañ katalog klok oberennoù Tomi Ungerer, ha gant hini Bro-C'hall e vez dalc'het ar re a zo bet embannet e galleg.

Evit ar vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1957 : The Mellops Go FlyingMellops Go Diving for TreasureThe Brave Coward
  • 1958 : CrictorThe Mellops Strike OilAgee on Film
  • 1959 : AdelaideSeeds and More Seeds
  • 1960 : Christmas Eve at the MellopsEmile
  • 1961 : RufusThe Three Robbers[9]
  • 1962 : Snail, Where Are You?
  • 1963 : Mellops Go Spelunking
  • 1964 : Flat Stanley[10]One, Two, Where's My Shoe?Beastly Boys and Ghastly Girls[11]
  • 1966 : Oh, What Nonsense!Orlando, the Brave VultureWarwick's Three Bottles[12]Der Mondmann
  • 1967 : Cleopatra Goes Sledding[12]What's Good for a 4-Year-Old?[13]Zeralda's OgreThe Donkey Ride[14]
  • 1968 : Ask Me a Question
  • 1969 : The Sorcerer's Apprentice[15]
  • 1970 : Oh, How Silly![16]The Hat
  • 1971 : I Am Papa Snap and These Are My Favorite No Such StoriesThe Beast of Monsieur Racine
  • 1972 : The HutOh, That's Ridiculous![16]
  • 1973 : No Kiss for Mother
  • 1974 : Allumette; A Fable, with Due Respect to Hans Christian Andersen, the Grimm Brothers, and the Honorable Ambrose BierceA Storybook[17]
  • 1978 : The Great Song Book[18]
  • 1997 : Tomi Ungerer's Heidi: The Classic Novel[19]Cats as Cats Can
  • 1998 : FlixTortoni Tremelo the Cursed Musician
  • 1999 : Otto: The Autobiography of a Teddy Bear
  • 2009 : Zloty
  • 2013 : Fog Island

Evit an oadourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1960 : Horrible. An account of the Sad Achievements of ProgressInside Marriage
  • 1962 : Der Herzinfarkt
  • 1964 : The Underground Sketchbook
  • 1966 : The Party
  • 1969 : Fornicon
Ur bus kinklet gant Tomi Ungerer, Strossburi
Feunteun Janus, Strossburi
  • 1970 : Tomi Ungerer's Compromises
  • 1972 : Poster Art of Tomi Ungerer
  • 1974 : America
  • 1976 : Totempole
  • 1979 : Babylon
  • 1981 : Cat-Hater's Handbook, or, The Ailurophobe's Delight[16]
  • 1982 : Symptomatics
  • 1983 : Rigor MortisSlow AgonyHeute hier, morgen fort
  • 1984 : Far out Isn't Far EnoughFemme FataleSchwarzbuch
  • 1985 : Joy of FrogsWarteraum
  • 1986 : Schutzengel der Hölle
  • 1997 : Cats As Cats Can
  • 1998 : Tomi: A Childhood Under the Nazis
  • 1999 : Liberal Arts: The Political Art of Tomi Ungerer
  • 2002 : ErotoscopeDe père en fils
  • 1964 : skritell ar film Dr. Strangelove
  • 1965 : logo evit ar gomedienn war gan Kelly
  • 1968 : skeudennoù, skritell ha titloù evit ar film Monterey Pop
  • 1988 : tres Feunteun Janus e Strossburi
E Strossburi
  • 1983 : Jacob Burckhardt Prize (Suis)
  • 1990 : Lejion a enor (Bro-C'hall)
  • 1993 : Deutsches Bundesverdienstdreuz (Alamagn)
  • Prix national des Arts graphiques (Bro-C'hall)
  • 1998 : Priz Hans Christian Andersen evit al Lennegezh evit ar Yaouankiz (Suis)
  • 1999 : Priz Europa ar Sevenadur
  • 2000 : Kannad Kuzul Europa evit ar yaouankiz hag ar c'helenn • Ofiser al Lejion a enor (Bro-C'hall)
  • 2011 : Lifetime Achievement Award, Society of Illustrators (SUA)
  • 2010 : Palme Academique de l'Académie de Strasbourg"" (Bro-C'hall)
  • 2008 : Priz alaman-ha-gall ar c'hazetennerezh (Alamagn, Bro-C'hall) • Priz Akademiezh Berlin (Alamagn)
  • 2004 : Doktorelezh a enor war ar Brederouriezh, Skol-veur Karlsruhe (Alamagn) • Sexual Freedom Award, London (Rouantelezh-Unanet)[20]
  • 2003 : Priz lennegel Erich Kästner (Alamagn)
  • 2014 : Commandeur de l’Ordre National du Mérite (Bro-C'hall)
  • 2017 : Bayerische Buchpreis (Alamagn)
  • 2018 : Kommandour el Lejion a enor (Bro-C'hall)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Ungerer, Tomi. 'La guerre des enfants à YouTube. Kavet : 15 Du 25.
  2. Ungerer 1991, p. 55.
  3. Ungerer, France Inter.
  4. (fr) 'Tomi Ungerer, adieu à un éclaireur @ Éclaireuses et Éclaireurs Unionistes de France. Kavet : 15 Du 25.
  5. (en) Dr. Strangelove @ Internet Movie Database. Kavet : 15 Du 25.
  6. (de) Lec'hienn Ayla Suzan Yöndel. Kavet : 15 Du 25.
  7. (fr) Les cendres de Tomi Ungerer partagées entre Strasbourg et l'Irlande @ Dernières Nouvelles d'alsace, 12/02/2019. Kavet : 15 Du 25.
  8. (en) Find a Grave. Kavet : 15 Du 25.
  9. Ur film tresadennoù-bev zo bet sevenet e 2007 gant Hayo Freitag ; gwelit IMDb.
  10. Skrivet gant Jeff Brown.
  11. barzhonegoù dastumet gant William Rossa Cole.
  12. 12,0 ha12,1 A-gevret gant André Hodeir.
  13. Skrivet gant William Rossa Cole.
  14. Fablenn azasaet gant Jean Showalter.
  15. Skrid gant Barbara Hazen.
  16. 16,0 16,1 ha16,2 A-gevret gant William Cole.
  17. Dastumad istorioù berr azasaet gant meur a skrivagner.
  18. Kentel saoznek savet Timothy John eus al levr alamanek Das grosse Liederbuch (1975).
  19. Skrid gant Johanna Spyri.
  20. (en) Sexual Freedom Awards. Kavet : 15 Du 25.