Tom Piceu
Neuz
Tom Piceu a zo bet ganet d’an 20 a viz Here 1978.
Mestrc'hoarier echedoù belgiat eo.
Mestr FIDE eo.
Kentañ e voe e Tournamant an Nevez-Amzer e 2003.
Pevare e voe e Kampionad Flandrez Belgia e 2002 gant 3 foent.
Adalek an 2 a viz Gouere betek an 10 a viz Gouere 2005, c'hoari a reas e Kampion Belgia a voe en Aalst . Pevarzekvet e voe gant 3,5 poent.
Adalek an 6 betek an 13 a viz Eost 2005 e kemeras perzh e Tournamant Hogeschool Zeeland e Vlissingen (Izelvroioù); market e voe 6,5 poent diwar 9 gantañ.
2 379 edo e renk Elo e miz Here 2008.
C’hoari a ra er c’hleub Het Trouwe Paard en Oostkamp. Kadoriad ar c’hleub eo.
Stadegoù e Simbase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an diellaoueg echedoù Simbase, diwar 140 partienn, Piceu en deus :
- gounezet 41 bartienn,
- kollet 46 partienn,
- nulaet 43 partienn.
45 eo e dregantad a drec'hoù neuze.