Timpetill - Die Stadt ohne Eltern

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Timpetill - Die Stadt ohne Eltern (Timpetill - Ar gêr hep kerent e brezhoneg), zo ur romant alamanek evit ar yaouankiz, savet e 1933 gant ar skrivagner Henry Winterfeld dindan e anv-pluenn Manfred Michael.

Skoet e oa bet e vab Thomas gant an derzhienn-ruz ha graet e vennozh gant Henry Winterfeld sevel un istor evitañ, ouzh e astenn a zeiz da zeiz, war e bouezig. Embannet e oa bet al levr e Zürich (Suis) gant an ti-embann Dr. R. Corrodi e 1937 a-benn ar fin. Troet eo bet e meur a yezh all.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Re zo re ! Aet poazh gant sotonioù ha drougiezh ar vugale ez eo aet kuit o holl dud eus kêr dTampetill...

Daoust hag gallout a ray ar vugale dont a-benn eus ar saviad nevez-se ? ober d'ar greizenn dredan ha d'ar rouedad pellgomz mont en-dro, ober war-dro ar bitailhoù en ur stourm ouzh bandennad ar vorlaeron renet gant ar c'hañfard Oskar ?

Ha, dreist-holl, gallout a ray an oadourien kas o finijenn da benn vat da reiñ d'o bugale ur gentel a-zoare ?

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film, Les Enfants de Timpelbach, zo bet graet gant ar sevener gall Nicolas Bary, deuet er-maez e 2008 (Carole Bouquet ha Gérard Depardieu e-touez an aktourien).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]