Katalogoù timbroù

Eus Wikipedia
Katalog Ceres 1979
Katalog Y&T 1932

Arbennikaet eo tiez-embann zo war an embann katalogoù evit an dimbrawourien abaoe an XIXvet kantved. Gant seurt levrioù-roll e c'heller gwelet skeudenn kement timbr a zo bet moullet gant pep melestradur er bed, eus ar re goshañ betek ar re nevesañ, ha dreist-holl anavezout talvoudegezh pep skwerenn, ha ma vefe kachedet pe nevez-flamm. Evit sentiñ ouzh fluktuadurioù an nevid e vezont adembannet ingal.

Tra ma c'hellemp arvestiñ gant ul levrenn hepkenn skeudenn ha feuriadur pep timbr bet embannet er bed a-raok an Eil Brezel-bed, e ranker prenañ 18 tamm gant Yvert & Tellier bremañ.

N'eus ket katalogoù e brezhoneg evit poent.

Ti-embann Ceres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e 1947 gant Roger Lœuillet, awenet an anv gant an timbr kentañ embannet e Bro-C'hall. Embannet e vez gant Ceres teir levrenn feuriadur : hini Bro-C'hall, an trevadennoù gall, ar strollegezhioù tramor. Ur CD-ROM a zo gwerzhet gant katalog Frañs. Er bloaz 2007-2008 eo bet prenet ar stal gant an embregerezh etrebroadel Collectible Network, e penn an ti-embann Dallay. Kendeuzet e voe an ti-embann-se gant Ceres hevlene.

Ti-embann Thiaude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti-embann Yvert & Tellier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar re bouezusañ hag anavezetañ eo an ti-embann Yvert et Tellier. Savet e voe e Amiens e hanternoz Bro-C'hall e 1895. E penn kentañ (1831) e oa un ti-mouller, met mibien vihan krouer an embregerezh, Louis Yvert ha Théodule Tellier, a gemer ur gammdro davet an dimbrawouriezh e 1895.

Ti-embann Stanley Gibbons[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e 1856 gant Edward Stanley Gibbons, e krog gant an embann katalogoù e 1865, deuet da vezañ ar referañs e Bro-Saoz. Gantañ e vez embannet ar gazetenn Gibbons Stamp Monthly

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]