Katalogoù timbroù

Arbennikaet eo tiez-embann zo war an embann katalogoù evit an dimbrawourien abaoe an XIXvet kantved. Gant seurt levrioù-roll e c'heller gwelet skeudenn kement timbr a zo bet moullet gant pep melestradur er bed, eus ar re goshañ betek ar re nevesañ, ha dreist-holl anavezout talvoudegezh pep skwerenn, ha ma vefe kachedet pe nevez-flamm. Evit sentiñ ouzh fluktuadurioù an nevid e vezont adembannet ingal.
Tra ma c'hellemp arvestiñ gant ul levrenn hepkenn skeudenn ha feuriadur pep timbr bet embannet er bed a-raok an Eil Brezel-bed, e ranker prenañ 18 tamm gant Yvert & Tellier bremañ.
N'eus ket katalogoù e brezhoneg evit poent.
Ti-embann Ceres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e 1947 gant Roger Lœuillet, awenet an anv gant an timbr kentañ embannet e Bro-C'hall. Embannet e vez gant Ceres teir levrenn feuriadur : hini Bro-C'hall, an trevadennoù gall, ar strollegezhioù tramor.
Ur CD-ROM a zo gwerzhet gant katalog Frañs.
Er bloaz 2007-2008 eo bet prenet ar stal gant an embregerezh etrebroadel Collectible Network, e penn an ti-embann Dallay. Kendeuzet e voe an ti-embann-se gant Ceres hevlene.
Ti-embann Edifil
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edifil eo anv ar c'hatalog timbrawouriezh arbennikaet war timbroù-post Bro-Spagn. Savet gant Ángel Laiz er bloavezhioù 1960, diskouez a ra ur skeudenn eus an darn vrasañ eus an timbroù, un deskrivadur berr, an talvoud-gwerzh.
Ti-embann Michel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hatalog Michel (en alamaneg : MICHEL-Briefmarken-Katalog) zo ul levr dave evit anavezout ha renkañ an timbroù-post a orin eus Alamagn. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 1910, deuet eo da vezañ ul levr pouezusañ en Alamagn evit a sell an dimbrawouriezh.
Krouet eo bet ar c'hatalog-mañ gant Hugo Michel eus Apolda, e Thüringen (Alamagn). E 1920 e oa div levrenn ennañ ; hiziv an deiz ez eus un daouzek katalog a ya d'ober ar bed a-bezh, ouzhpenn pevar-ugent levrenn arbennikaet all.
Ti-embann Stanley Gibbons
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe an embregerezh gant Edward Stanley Gibbons e 1856 pa zigoras ur stal gwerzhañ timbroù, hag eñ implijet c'hoazh evel deskad en apotikerezh e dad e Plymouth. E 1863 en devoe ar chañs bras da brenañ digant daou vartolod ur sac'h leun a dimbroù tric'hornek ral eus ar Kab ar Spi Mat. Krog eo gant an embann katalogoù e 1865, deuet da vezañ ar referañs e Bro-Saoz. Gantañ e vez embannet ar gazetenn Gibbons Stamp Monthly.
Ti-embann Scott
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e vez katalog timbroù-post Scott gant Scott Publishing Co., un is-embregerezh eus Amos Press, ha nevesaet e vez bep bloaz gant holl zimbroù ar bed. Embannet dindan stumm c'hwec'h levrenn (betek 2008 da nebeutañ) ha kavet e vez war CD ha DVD ivez. Ar reizhiad niveriñ implijet gant Scott evit anavezout an timbroù-post a zo an hini anavezetañ er [[Stadoù-Unanet, e Kanada hag e Mec'hiko.
Ti-embann Thiaude
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ti-embann Yvert & Tellier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus ar re bouezusañ hag anavezetañ eo an ti-embann Yvert et Tellier. Savet e voe e Amiens e hanternoz Bro-C'hall e 1895. E penn kentañ (1831) e oa un ti-mouller, met mibien vihan krouer an embregerezh, Louis Yvert ha Théodule Tellier, a gemer ur gammdro davet an dimbrawouriezh e 1895.