Mont d’an endalc’had

Timbroù Victoria

Eus Wikipedia
Kentañ rummad 1850

Roet e voe anv Victoria, Rouanez Bro-Saoz, d'un tiriad e su Aostralia, aloubet e kreiz an XIXvet kantved gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet.

E miz Ebrel 1837 e voe digoret ar burev-post kentañ e Geelong ha Portland, ha buan-tre (d'an 9 a viz Genver 1850) e voe embannet timbroù gant an alc'hwez Victoria. Warno e weler ar Rouanez kurunet, en he dorn ur voulenn hag ur vazh-roue, arouezioù ar galloud. Moullet e oant bet gant Thomas Ham er vro gant teknik al litografiezh.

Ar Rouanez war gador ar c'hurunadur

Dre ma o oa bet implijet livuzennoù disheñvel a-hed al labour moullañ ez eo deuet liesliv ar rummad tri liv anezhañ (ruz-kistin, liv lireu ha glas), gant arlivioù niverus. Erlec'hiet e voe eta ar rummad-se gant un timbr nevez warnañ skeudenn ar Rouanez penn-kil-ha-troad, azezet war gador ar c'hurunadur. Savet e voe hervez teknik al litografiezh pe hini en engraverezh. Met amañ ivez e kaver un niver bras a dimbroù gant fazioù moullañ, arlivioù a bep seurt.

Timbr 1884

Adalek 1854 ha betek 1900 ne voe embannet nemet timbroù a vent vihan gant poltred a-skerb Victoria, dezho ur framm liesseurt. E 1900 e voe lakaet e gwerzh timbroù-madoberus evit un ospital (e 1897) hag evit sikour ar soudarded gloazet e Suafrika (e 1900).

Melestradurezh Aostralia a reas war-dro ar servij postoù e Victoria pa zeuas an tiriad da vout ur stad emren er gengevread e 1901.


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]