Timbroù Timor ar Reter
Un enezenn vihan eus enezeg Indonezia eo Timor. Abaoe tremen 150 vloaz ez eo rannet e div lodenn ar vro : Timor ar C’hornôg a voe trevadennet gant an Izelvroioù, evel ar peurrest eus Indez Nederlandat ar Reter, tra ma oa Timor ar Reter dindan dalc’h Portugaliz. Aloubet gant Indonezia e 1974, an darn vrasañ eus annezidi Timor ar Reter a zibabas bezañ dizalc’h diouzh Indonezia kentoc’h evit asantiñ d’ur statud emrenerezh, pa voe aozet ur v'houlennadeg d’an 30 a viz Eost 1999.
Etre 2000 ha 2002 e voe meret ar vro gant melestradurezh an A.B.U.. Dizalc’h eo da vat d’an 20 a viz Mae 2002.
Timor trevadenn bortugalat (1885-1976)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Timbroù Makao, un tiriad sinaek dindan dalc’h Portugal abaoe kantvedoù, a voe implijet adalek 1885, gant an anv Timor warno. Timbroù a c'heller kavout e trevadennoù Angola, Mozambik a voe implijet e Timor. Goude ar brezel( e 1948) e teuas er-maez ur rummad gouestlet da vrezelourien an enezenn, tudennoù gwisket hervez hengoun ar vro. Un eil rummad moullet e 1961 a roas enor da arzoù hengounel Timor, met an darn vrasañ eus outo a ginnig soudarded Portugal (!) ha skeudennoù a denn da istor Portugal.
Melestradurezh Indonezia (1976-1999)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude Dispac'h ar Jenofl e 1974 e troas kein gouarnamant nevez Lisboa ouzh ar politikerezh trevadenniñ a oa bet renet betek neuze. Buan e voe divizet reiñ he frankiz d’an holl vroioù tramor. D’an 28 a viz Du 1975 e voe embannet Republik Demokratel Timor ar Reter gant Francisco Xavier do Amaral ha Nicolau dos Reis Lobato. D’ar 7 a viz Kerzu 1975 e voe aloubet Timor ar Reter gant arme Indonezia. Staget e voe ez-ofisiel “Proviñs Timor Timur” ouzh Indonezia e 1976. Timbroù Indonezia a voe implijet e Timor evel er peurrest eus ar Stad indonezian.
Timor Lorosae (UNTAET) 2000 - 2002
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul disoc'hoù ar c'houlennadeg diwar-benn emrenerezh Timor ar Reter e voe lakaet war droad gant ar Broadoù Unanet ur velestradurezh dibad e 1999 betek dizalc'hiezh Timor ar Reter d'an 20 a viz Mae 2002. Anvet e oa bet ar gomision 'United Nations Transitional Administration in East Timor' (UNTAET) e saozneg, da lavaret eo Melestradurezh Verrbad ar Broadoù Unanet e Timor ar Reter. E-pad ar prantad-amzer ma labouras da sevel ar Stad nevez da-zont e voe embannet daou dimbr e 2000, unan evit ar postoù broadel hag unan evit en estrenvro.
Timor ar Reter dizalc’h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A drugarez da bostoù Aostralia e voe embannet timbroù kentañ Timor ar Reter e miz Mae 2002, dindan anv Timor Leste. Ar Prezidant Xanana Gusmao, ar banniel broadel ha kartenn ar vro eo danvez an timbroù-se.
Tiriad Oe-Cusse Ambeno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enklozet eo tiriad bihan Okusa Ambeno (Oe-Cusse Ambeno e portugaleg) e Timor ar C’hornôg, chomet a-viskoazh dindan melestradurezh Timor ar Reter koulskoude. Kavet e vez timbroù dindan anv Sultanate of Occussi-Ambeno abaoe ar bloavezhioù 1970, warno bigi teirgwern kozh, lapoused liesliv… Falstimbroù int, savet gant ar Zelandneveziad Bruce R. Henderson. Ijinet e oa bet gantañ "sultanelezh Oe-Cusse Ambeno" hag embannet e oa-eñ sultan an tiriad dindan anv « Michael Ismail Iañ ».