Mont d’an endalc’had

Timbroù Tchad

Eus Wikipedia
Timbr ar bloaz 1915
Timbr ar bloaz 1924

Emañ an Tchad e kreiz Afrika, etre Libia en Norzh ha Republik Kreizafrika er Su. Treset eo bet bevennoù ar vro gant an drevadennourienn e fin an XIXvet kantved. Aloubet gant Bro-C’hall, Tchad a voe ur vro warezet adalek 1900 dre sevel Tiriad milourel Broioù ha gwarezoù Tchad. Fiziet e vo enni statud un drevadenn e-barzh “Afrika gall ar C’heheder” betek 1946. Dizalc’h e voe ez-ofisiel diouzh Bro-C’hall e miz Eost 1960.

Gant krouidigezh burev-post Fort-Lamy e 1905, war atiz melestradurezh Frañs e krog servi jar postoù er vro. Burevioù all a voe digoret en Abeche (1909), Ati (1909), Amm ha Timan, Bousso, Mandjafa ha Tchekna (1910), Fada ha Faya-Largeau (1920). Ar postoù a implije betek 1915 timbroù Kongo Frañs, re Oubangui-Chari diwezhatoc'h, warno ar gerioù OUBANGUI-CHARI-TCHAD.

Dont a reas Tchad dindan melestradurezh sivil e 1920, hag e 1922 e voe embannet an timbroù kentañ dreistmoullet gant TCHAD. Gwerzhet e voe rummad Loupard Kongo Frañs, moullet etre 1907 ha 1917. An hevelep rummad a voe ouzhpennet AFRIQUE EQUATORIALE FRANÇAISE warnañ e 1924. Etre 1924 ha 1933 e kaver 32 dimbr savet war ar memes pratrom gant livioù ha prizioù disheñvel.

E 1931 e teuas er-maez un timbr a vrude Diskouezadeg an Trevadennoù e Pariz, un degouezh a voe lidet e pep lec’h en impalaeriezh c’hall, gant an alc’hwez TCHAD. Echuiñ a reas an embann timbroù e 1936 avat, ha ec’h implijas Tchad an timbroù embannet evit holl vroioù Afrika ar C'heheder C'hall. E 1959, pa oa o tostaat an dizalc'hiezh, e embannas ar vro he zimbroù kentañ : dastum ur vleunienn kotoñs, pesketaerien war lenn Tchad hag ur penn antilopenn.

Timbr ar bloaz 1969
Timbr ar bloaz 1970

Tri timbr a voe urzhiet gant Postoù ar Republik yaouank evit lidañ degemer an Tchad e Aozadur ar Broadoù Unanet e 1961. REPUBLIQUE DU TCHAD a lenner war bep timbr ar vro bremañ.

Dibabet o deus ar postoù moullañ timbroù bras alies ha kalzig anezho pep bloaz. Brudet eo an Tchad evit bezañ savet timbroù alaouret (C’hoarioù Olimpek 1970 ha 1971, Kib vell-droad ar Bed…) da vezañ gwerzhet er-maez ar vro kentoc’h evit bastañ da ezhommoù an annezidi.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]