Mont d’an endalc’had

Timbroù Oubangi-Chari

Eus Wikipedia
Timbr 1924 : al loupard

Un drevadenn c’hall e oa ar vro anvet « Oubangi-Chari » ha lec’hiet e kreiz rann hanternoz Afrika. Kendeuzet e oa bet an tiriad-se gant hini an Tchad, a-raok na vefe embannet an dizalc’hidigezh d’an 13 a viz Eost 1960 dindan anv a Republik Kreizafrikan (« République Centrafricaine »).

Betek 1915 ez eus implijet timbroù Kongo Frañs. Ar bloaz-se avat e vez lakaet er-maez timbroù ar C’hongo dreistmoullet gant an alc’hwez « OUBANGUI-CHARI-TCHAD ».

E 1922, n’eus mui anv eus an Tchad war an timbroù dreistmoullet. Emdreiñ a ra polititikerezh ar postoù e 1924 war-zu an unvaniñ gant tiriadoù amezek an impalaeriezh : dreistmoullet e vez an timbroù AFRIQUE EQUATORIALE FRANÇAISE (« Afrika ar C'heheder C'hall ») hiviziken, re ar rummad « Loupard » da skouer.

An timbroù-taos embannet e 1930 a vo a re nemeto moullet anv an Oubangi-Chari oute : kinnig a reont dizoloeiñ kêr Mobaye ha poltred ar Gouarnour Emile Gentil.

Etre 1936 ha 1959 e reer gant timbroù Afrika ar C'heheder C'hall ha gant re Republik Kreizafrikan bremañ.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]