Mont d’an endalc’had

Timbroù Queensland

Eus Wikipedia
Timbr 1868
Timbr 1895

Ur proviñs e biz Aostralia eo Queensland bremañ. Un drevadenn saoz eo bet, disrannet diouzh Sukembre-Nevez e miz Even 1859.

D'ar 1 a viz Gwengolo 1860 e voe embannet timbroù kentañ Queensland. Kroget e oa bet e 1851 gant implij timbroù Sukembre-Nevez.

War holl dimbroù-post Queensland e veze skeudennet ar rouanez Victoria war-bouez daou dimbr o skeudenniñ tudennoù alegorek eus Aostralia (1903, 1907).

Etre ar 1 a viz Genver 1880 hag ar 1 a viz Gouere 1892 e voe aotreet timbroù-taos eus 1866–1892 da vezañ implijet evit ar post.

Emezelet he deus Queensland da Genglad Aostralia e 1901, met timbroù dindan hec'h anv a voe embannet e 1903 ha betek 1907-10.

E 1913 e voe kemeret lec'h timbroù Queensland gant re Aostralia.

Ur mell dastumadenn timbroù eus Queensland a c’heller gwelet e Mirdi Queensland.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Campbell, Hugh M. Queensland Cancellations & Other Postal Markings 1860–1913. Melbourne: Royal Philatelic Society of Victoria, 1977 161p.
  • Campbell, Hugh M. Queensland Postal History. Melbourne: Royal Philatelic Society of Victoria, 1990 326p.
  • Hull, A.F. Basset. The Postage Stamps, Envelopes, Wrappers, Post Cards and Telegraph Forms of Queensland. London: Royal Philatelic Society, London, 1930 181p.