Timbroù Prusia
Neuz


Unan eus Stadoù kozh Alamagn e oa Rouantelezh Prusia, an hini greñvañ hag a roas lañs da unvanidigezh ar vro e fin an XIXvet kantved.
E 1850-56 e voe embannet an timbroù kentañ. Kinnig a raent penn a Roue Frederig Gwilherm IV Prusia. Un eil hag un trede rummad gant e boltred a voe lakaet e gwerzh e 1857 hag e 1858. Ar rummad kentañ warni ar meneg PREUSSEN (« Prusia ») zo bet embannet dindan tresadenn un erer kurunennet o terc’hel ur vazh-veli (1861-65 ha 1867).
27 timbr-post a voe embannet gant melestradurezh Prusia.
Goude ar 1añ a viz Genver 1868 e veze implijet timbroù Kengevread Norzh Alamagn eno, ha timbroù an Impalaeriezh alaman diwezhatoc’h.