Timbroù Makedonia

Eus Wikipedia
Timbr 2004

Emañ Republik Makedonia an Norzh (Република Северна Македонија e makedoneg) e gevred Europa, el ledenez valkanek.

Ur rannvro en impalaeriezh ottoman e oa betek dibenn ar Brezel-bed kentañ. Pa 'z eus kaoz eus sevel bevennoù nevez en Europa eo bruzhunet tiriad istorel Makedonia etre Stadoù Bulgaria, Serbia ha Gres. Un tamm mat eus ar vro zo aet d’ober ul lodenn eus Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened, adanvet Yougoslavia e 1930.

Goude bezañ implijet timbroù ottoman ez eus bet graet gant re Serbia ha Yougoslavia neuze.

Goude marv Tito e tarzh kengevredad Yougoslavia ha ec’h embann Makedonia e 1991 ez eo dizalc’h.

Timbroù Republik Makedonia eo a vez graet gante bremañ.