Mont d’an endalc’had

Timbroù Kengevread Norzh Alamagn

Eus Wikipedia
Kengevread Norzh Germania

D’an 18 a viz Eost 1866 ez eo krouet Kengevread Norzh Alamagn (en alamaneg Norddeutscher Bund) war ziazez un emglev milourel a vod c’hwezek Stad alaman da gentañ, daou-warn-ugent adalek miz Here. Er-maez ez chom Rouantelezhioù Bavaria ha Württemberg, Dugelezh-Veur Baden ha su Landgraviezh Hessen-Darmstadt. Unan eus disorc’hoù ar brezel etre Aostria ha Prusia, echuet gant droukretred armeoù Vienna. D’ar 16 a viz Ebrel 1867 eo votet ar Vonreizh, ha fiziet e Roue Prusia aotrouniezh ar gengevread.

Timbr 1869

Ober war dro melestradurezh ar postoù hag embann timbroù a oa unan eus kiriegezhioù Kengevread Norzh Germania. Dav e oa mont e-bioù da liesded ar moneizoù impljet e pevar c’horn ar vro. Divizet e oa bet eta ober gant timbroù dezho prizioù e groschen en hanternoz hag e kreuzer er c’hreizteiz, ar re gentañ o vezañ moulet en ur c’helc’h, ha re all e-kreiz ur vigelc’h, a-us d'ar meneg "NORDDEUTSCHER POSTBEZIRK".

D’ar 1añ a viz Genver 1868 e vez lakaet er-maez an timbroù kentañ.

Evit keoded Hamburg ez eus savet un timbr ¼ schilling, warnañ ar meneg ouzhpenn "STADTPOSTBRIEF HAMBURG".

E deroù 1869 eo krog ar Postoù da embann timbroù gant dentoù. D’ar 1añ a viz Meurzh an timbroù 10 gr ha 30 gr zo moulet war ur paper-parch ispisial, implijet evit greantelezeh ar sevel folennoù-aour (anvet goldbeater's skin e saozneg), a-benn mirout ouzh eil implij an timbroù.

D’ar 1añ a viz Genver 1872 ez eus paouezet gant timbroù ar Gengevread, erlec’hiet gant re an Impalaeriezh alaman.