Timbroù Inizi Fidji
Fidji zo ur vro enezek e Melanezia er Meurvor Habask, war-dro 2 000 km en hanternoz da Zeland Nevez. Dizoloet e voe an inizi gant Abel Tasman e 1643. Bro warezet gant Breizh-Veur e 1870, deuet eo Fidji da vezañ trevadenn ar Rouantelezh-Unanet e 1874. Dizalc’h eo ar vro abaoe 1970 hag embannet e voe ar Republik e 1987.
Embannet e voe timbroù kentañ Fidji d'ar 1añ a viz Gwengolo 1870 gant moullerezh kazetenn ar vro, ar Fiji Times. Timbroù simpl-tre int, hep an disterañ skeudenn, gant ur sifr er c’hreiz. Enebiñ a reas koñsul Breizh-Veur ouzh ar servij ha klask a reas serriñ anezhañ e 1871. Anvet e voe un ofisour ar postoù ofisiel ha serret e voe servij Fiji Times e 1872.
Timbroù a voe embannet gant Rouantelezh Fidji e 1871, warno ur monogramm CR a dalv "Cakobau Rex", anezhañ roue Fidji.
Adembannet e voe an timbroù-se e 1872 hag adimplijet ar re-se gant ar velestradurezh saoz e 1874 gant al lizherennoù V.R. (« Victoria Regina » Rouanez Victoria) dreistmoullet warno.
Timbroù gant tresoù boutin e trevadennoù Bro-Saoz a voe embannet e 1903 (poltred ar roue Edouarzh VII), e 1912-16 (poltred George V). Ar rummad skeudennaouet kentañ a voe embannet e 1938, o kinnig, e-kichen poltred George VI, lec’hioù arouezel ha buhez an inizi : ur pesketour gant un harpon, ur c’hanoe hengounel, keriadenn annezidi, pont Suva….
E 1970 e teuas Fidji da vezañ dizalc'h, un abeg evit lakaat er-maez timbroù gant pennoù ar Roue Cakobau hag ar Ministr Kentañ Kamisese Mara. Ne voe mui gwelet penn ar rouanez Elesbed II e korn pep timbr adalek 1974.
An darn vrasañ eus danvez an timbroù embannet gant Fidji a chom tost ouzh buhez ar vro, hag ur plas ledan a vez roet d’an natur (loened a bep seurt), d’ar sportoù (C’hoarioù Olimpek), da Ouel Nedeleg, da diegezh ar Rouanez Elesbed II…
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Phillips, Charles J. The Postage Stamps etc. of the Fiji Islands, Stanley Gibbons, 1908.