Mont d’an endalc’had

Timbroù Inizi Cayman

Eus Wikipedia
Un timbr eus 1970 o taolenniñ ardamezioù Inizi Cayman.

Emañ an Inizi Cayman (Cayman Islands e saozneg) er Mor Karib e su da Guba. Tiriad dindan dalc'h ar Rouantelezh-Unanet eo abaoe 1670, bet meret gant melestradurezh Jamaika betek 1962 pa tapo statud un tiriad tramor.

N'eus ket bet eus ur velestradurezh postel emren war an enezeg a-raok miz Ebrel 1889, ha timbroù Jamaika a veze graet gante betek ar c'houlz-se. Anavezet e oa daou gached-post disheñvel : GRAND CAYMAN e Georgetown ha CAYMAN BRAC e Stake Bay.

An timbroù kentañ gant an alc'hwez Cayman Islands a voe embannet e miz Du 1900, tra ne oa mui degemeret evit kas lizhiri re Jamaika en tu all d'an 19 a viz C'hwevrer 1901. Hep an disterañ souezhadenn eo poltred ar Rouanez Victoria ha hini ar Roueed a reno war he lerc'h a ra danvez an timbroù boutin kentañ : Edouarzh VII etre 1902 ha 1908, George V etre 1912 ha 1926.

Timbr 1938

E 1932 avat e teu er-maez un timbr evit lidañ 100 vloaz ar vodadenn lezennadurel (Legislative Assembly) ha diwezhatoc'h (1935) ar rummad “touristel” kentañ a ro da anavezout gwelloc'h ar vro hag an natur (ur wezenn-gokoz, morskouled, baoted war un draezhenn …). Pemp tresadenn zisheñvel a ra d'ober ar rummad 12 timbr. War bep hini e weler penn ar Roue George V en un hirgelc'h, hag e vab George VI er rummad embannet e 1937 war an hevelep patrom.

Deiz-ha-bloaz an U.P.B.

Goude ar brezel e kaver ur skouerenn eus ar rummad bet savet evit an holl drevadennoù en impalaeriezh saoz : Deiz-ha-bloaz an Trec'h (1946), eured arc'hant ar pennoù kurunet (1948) ha 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed.

E 1950 ec'h arvester ur rummad damheñvel nemet gant poltred ur Roue koshoc'h. Buan e tilezo e blas da Elesbed II. Ar Vonreizh nevez a zo abeg un timbr ispisial e 1959.

Digor ar vodadenn lezennadurel

Kalzig timbroù a vo embannet er bloavezhioù 1990, un tamm mat anezho gouestlet da familh ar Rouanez, da loened ar vro, da ouelioù Nedeleg…

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Aguilar, E. F. and P. T. Saunders. The Cayman Islands: Their Postal History, Postage Stamps and Postmarks. Folkestone: F. L. Parson, 1962 111p.
  • (en) Burges, Ivan. The History of the Cayman Island Post Offices. Grand Cayman: I. Burges, 2006 63p.
  • (en) Giraldi, Thomas E. and Peter P. McCann. The Postal History of the Cayman Islands. Weston, MA.: Triad Publications, 1989 172p.
  • (en) Maisel, Richard. Cayman Islands. Alicante: British West Indies Study Circle, 2006 (ISBN 0-953880-44-3) 42p.
  • (en) Melville, Fred J. Cayman Islands. London: Melville Stamp Books, 1912 68p.
  • (en) Oliver, Ed. The Post Cards of the Cayman Islands including Cayman Brac and drawings of Little Cayman. Cayman Islands: EDO Ltd., 1993.
  • Proud, Edward B. The Postal History of the Cayman Islands and Turks & Caicos Islands. Heathfield, East Sussex: Proud Publications, 2006 (ISBN 978-1-87246-538-8) 152p.