Timbroù Ifni
Emañ Ifni e su Maroko, war vord ar Meurvor Atlantel. Aloubet gant Spagnoled adalek 1860 e teu da vezañ un Tiriad spagnol e 1912, ha proviñs Spagn e 1958. Ar bloaz-se eo kelc’hiet ar gêr gant Arme Dieubidigezh Maroko, un darvoud a chomo en istor dindan anv Brezel Ifni. Abalamour da bouez Aozadur ar Broadoù Unanet e ranko gouarnamant Franco reiñ tiriad Ifni da Rouantelezeh Maroko e 1969. Ur rann eus proviñs Tiznit eo bremañ.
An timbroù kentañ a voe embannet e 1941-42: timbroù Spagn dreist-moulet e ruz alies gant ar gerioù TERRITORIO DE IFNI.
An anv « IFNI » nemetken a lenner war an timbroù betek ar rummadoù moulet e 1960 : gant statud ur proviñs e tiwan an anv “ESPAÑA” e-kichen hini IFNI.
Pa daoler ur sell ouzh danvezioù an timbroù embannet gant Spagn en Ifni e teu splann n’eo ket neptu rak adskeudenn an ideologiezh trevadennelour int dalc'hmat. An darn vrasañ zo gouestlet d’an natur (laboused, pesked, givri, aourgon, fleurennoù…), ha pa c’hoarvez da dudennoù ar vro bezañ skeudennaouet n’int nemet tud dizanv (henvroiz ar rummadoù “pro infancia”), oc’h ober sport (!) pe o kas ar chatal da beuriñ, ma n’int ket mammoù laouen o kinnig babigoù c’hoarzhus. Ar pennoù “istorel” zo re Spagn : ar Jeneral Franco, Roueed Spagn hag alouberien ar vro. Gwerzh timbroù zo a servij da baeañ frejoù ar Stad en Europa (“Pro Barcelona” ha “Pro Sevilla” e 1963). Hag e-kreiz ar brezel gant Maroko ec’h embann postoù Spagn daou dimbr e 1965 evit lidañ “25vet deiz-ha-bloaz ar peoc’h”…