Mont d’an endalc’had

Timbroù Enezeg an Azorez

Eus Wikipedia

Emañ Enezeg an Azorez e kreiz ar Meurvor Atlantel, 1 500 km diouzh aodoù Europa ha ra ar Maroko. Dindan dalc’h ar Portugal eo an tiriad.

E 1868 e krog postoù Portugal da voulañ an anv "AÇORES" war timbroù ar Rouantelezh, evit ma vint implijet war an inizi. Ar reolenn eo a vo doujet outi mui pe vui betek 1930, war-bouez un nebeud timbroù dibar : hini Vasco da Gama embannet e 1898, ar roueed Carlos I (1906) ha Manuel II, an timbroù soulgarget da vare an dispac’h e 1910.

25 reis Angra - 1892

Etre 1892 ha 1906 e paouez ar gouarnamant gant ar bolitikerezh-se avat hag e sav teir rann velestradurezh zisheñvel – Angra, Horta ha Ponta Delgada – e lec’h unan evit a-sell an enezeg he he fezh. Tresadennoù an timbroù zo heñvel ouzh re ar Portugal, war-bouez ar meneg « CONTINENTE » evit ziforc’hañ, ha teñveloc’h pe sklaeroc’h al livioù anezho a-wechoù.

Carlos 1añ - 1906

Goude 1930 ez eo timbroù ar Portugal, hep an disterañ kemm evit an Azorez, a vez implijet war an enezeg.

E 1976 e tro an Azorez da Rannvro emren, ha nullet an teir rann velestradurel (Angra, Horta, Ponta Delgada) e 1978. D’an 2 a viz Genver 1980 e krog ar postoù da voulañ endro timbroù evit an enezeg, gant ar meneg doubl "PORTUGAL" hag "AÇORES". 5-10 timbr a vez embannet bep bloaz. Brudañ a reont lec’hioù ha tud an inizi. Aotreet e vez an implij anezho er Portugal ivez.