Timbroù Sahara ar C'hornôg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Timbroù Cabo Juby)

Emañ Sahara ar C'hornôg e hanternoz Afrika, etre Maouritania ha ar Meurvor Atlantel. Trevadennet eo bet gant Bro-Spagn e deroù ar c’hantved

A-raok bezañ unvanet an tiriad, ar velestradurezh spagnol a embann timbroù dindan anvioù Rio de Oro, La Agüera ha Cabo Juby.

Rio de Oro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr Rio de Oro

Anvet e veze e spagnoleg Rio de Oro ur rannvro e kreisteiz Sahara ar C’hornôg da vare an trevadennerezh (Seguia el Hamra a veze graet eus rann an Hanternoz). Etre 1920 ha 1924 zo bet embannet timbroù evit ar vro-se.

La Agüera[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ: Timbroù La Agüera
Timbr La Aguera

Ur vourc’h war vord an aod eo La Agüera, anavezet dindan anv Lagouira pe La Güera ivez, e penn pellañ su Sahara ar C’hornog, nepell eus Maouritania. Krouet gant ar c’horonal Bens e 1920, La Agüera zo bet un diskennlec’h evit aerlu Spagn.

E miz Even 1920 ez eo lakaet er-maez timbroù an drevadenn Rio de Oro soulgarget « LA AGÜERA », ha da heul (1922) ur rummad timbroù warno poltred ar Roue Alfons XIII hag an alc’hwez "SAHARA OCCIDENTAL / LA AGÜERA". Staget eo ouzh trevadenn Rio de Oro e 1924.

Cabo Juby[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vandenn douar e norzh Sahara ar C'hornôg eo « Cabo Juby » (Kab Jubi), tro dro da dTafaya (bet « Villa Bens » gwechall).

Implijet zo bet eno timbroù spagnol pe re gwarezva ar Moroko spagnol soularget « CABO JUBY » etre 1916 ha 1950. Tiriad Rouantelezh ar Maroko eo abaoe 1958.

Sahara spagnol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr Sahara spagnol - 1924
Timbr Sahara spagnol - 1924
Timbr-brudañ RASD
Timbr-brudañ RASD


Alc’hwez an timbroù :

  • « Sahara español » (1924-1949)
  • « África occidentale española » (1949-1951)
  • « Sahara España » (1951-1975)

Implijet ez eus bet timbroù Maouritania etre 1975 ha 1979.

Staget eo tiriad Sahara ar C'hornôg ouzh Maroko e 1975, hep na vefe doujet ouzh youl ar boblañs da vevañ en ur vro dizalc’h, pezh a zegas ur brezel etre arme ar Rouantelezh hag ur strollad armet anvet Talbenn Polisario betek 1991. Emañ 80% eus an tiriad dindan dalc’h Maroko bremañ, koulskoude e chom diasur c’hoazh statud politikel ar Sahara, “tiriad nann-emren” hervez an Aozadur ar Broadoù Unanet, tiriad marokan da viken hervez ar Roue Mohammed VI.

Kavet e vez e gwerzh abaoe un toullad bloavezhioù timbroù liesliv, moulet er-maez ar vro, gant ar meneg « Sahara occ. R.A.S.D. » (evit "République Arabe Saharaouie Démocratique"). N’int ket timbroù gwir hervez Unvaniezh Postoù ar Bed peogwir n’int ket savet gant ur Stad anavezet gant an A.B.U. ha n’int implijet nemet evit brudañ ur stourm dieubiñ. N’int ket priziet gant an ispisialourien eta, hogen dastumet e vezont gant an neb a gar.