Mont d’an endalc’had

Timbroù Brunswick-Nevez

Eus Wikipedia
Timbroù 1860

Ar Brunswick-Nevez (New Brunswick e saozneg) a zo anezhi ur broviñs eus Kanada, e reter ar vro, unan eus ar peder hini a savas Kengevredad Kanada e 1867.

Dek timbr zo bet embannet dindan anv ar Brunswick-Nevez, e 1851, 1860 ha 1863. Ar rummad kentañ zo heñvel-poch ouzh patrom timbr karrezek Skos Nevez (fleurennoù ha kurunenn). A rummad warlerc’h zo poltred ar Rouanez Viktoria ha Priñs Kembre warno pe tresadenn ur marc’h-tan, ur vag “steamer”.

E 1860 e ra enor un timbr (5 cents) da Charles Connell, politikour kanadian ... ha penn-rener postoù ar Brunswick-Nevez adalek 1858. Feuket eo an dud avat gant dismegadenn Connell, a-sav a-live gant ar Rouanez Viktoria, war an timbroù d'an nebeutañ. Kinnig a ra hennezh prenañ an holl dimbroù milliget neuze ha deviñ anezho dirak an holl, gant ar soñj sioulaat an teodoù fall. Kement-se a zispleg ez eus nebeut-tre a skouerennoù eus an timbr "5 cents" anezhañ hiviziken. E penn melestradurezh ar Postoù e chomo betek 1867, ha dilennet e Parlamant Kanada.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]