Mont d’an endalc’had

Timbroù Biafra

Eus Wikipedia
Timbroù Biafra

Etre an 30 a viz Mae 1967 hag ar 15 a viz Genver 1970 ez eus bet eus Republik Biafra, ur Stad disranner e kreisteiz Nijeria. An disrann a voe renet gant ar bobl Igbo da-heul tennderioù ekonomikel, etnikel, sevenadurel ha relijiel etre pobloù disheñvel Nijeria. An diskrogoù-se etre Biafra hag ar Stad e voe an abegoù evit ma c’hoarvezfe ur brezel diabarzh, anvet Brezel Nijeria-Biafra. Anavezet eo bet Biafra gant Gabon, Haiti, Aod an Olifant, Tanzania ha Zambia hepken. Embannet e voe bilhedoù-bank ha timbroù-post gant pennadurezhioù Biafra evit kadarnaat o goulenn souvereniezh. Implijet e veze timbroù-post dreist-holl e diabarzh ar rannvro met ivez war lizhiri kaset en diavaez a-drugarez da bostoù dre-nij Gabon e Libreville.

N'eo ket anavezet an timbroù evel reizh gant an holl gatalogoù timbroù.

Goude an dizalc'hidigezh e kendalc'has Postoù Biafra da implijout timbroù nijerian betek ma voe echu ar stokoù, pa voe lakaet un timbroù "post paeet en a-raok" e plas, betek ma voe embannet ar timbroù kentañ. Embannet e voent d'ar 5 a viz C'hwevrer 1968 hag enno e oa teir dalvoudegezh evit merkañ frankiz ar vro : kartenn Biafra, ar banniel (2 p) hag ar skoed-ardamez (4 p), ur bugel gant e vamm (1 s).

D'ar 1añ a viz Ebrel 1968 e voe embannet trizek timbr nijerian ar bloaz 1965, dreistmoullet warno gant ardamezioù Biafra hag ar gerioù SOVEREIGN BIAFRA. Ar prizioù-talvoud 1/2d hag 1d eus ar memes heuliad Nigeria 1965 a zo ivez gant talvoudoù nevez hag un dreuzskrivadur FRIENDSHIP BIAFRA-FRANCE 1968 SOVEREIGN BIAFRA met diasur eo e oa bet implijet an timbroù-se evit ar postañ (n’emaint ket e katalog Yvert et Tellier).

Un toullad timbroù all a voe embannet e 1968 ha 1969 gant an enskrivadur BIAFRA pe REPUBLIC OF BIAFRA. Tra ma oa “brogarour” an timbroù kentañ, warno kartenn ar vro, un dresadenn o verkañ deiz-ha-bloaz an dizalc’hidigezh, ez eus bet embannet timbroù skrijus goude : tud lazhet gant ar brezel, ar repuidi, bugale emzivaded… Hervez ar c’hatalog Yvert et Tellier e voe embannet timbroù dreistmoullet HELP BIAFRAN CHILDREN (« Sikourit bugale Biafra ») e 1968.

Dreistmoullet e voe ar rummad savet e 1969 (ur bugel chadennet) gant ar gerioù SAVE BIAFRA 9TH JAN 1970. Timbroù diwezhañ ar Republik e voent ; timbroù NIjeria a vez implijet e Biafra hiviziken.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Prestedge, Dudley. Biafra: The Stamps, History & Postal History of the Rebel State During the Nigerian Civil War. Dronfield: West Africa Study Circle, 2000. ISBN 0-9525687-9-9, 114p.
  • Prestedge, Dudley Herbert. A First Philatelic Study of Biafra. United Kingdom: West Africa Study Circle, 1970

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]