Biafra

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Republic of Biafra
Banniel Biafra
(Banniel Biafra)
Biafra in its region.svg
Kan broadel Land of the Rising Sun
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Saozneg, Igboeg
Kêr-benn Enugu
Gorread
-En holl
-% dour

76 364 km²
<1%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

13 500 000 (1967)
177/km²
Dieubidiegezh 1967-1970
Gouel broadel 30 a viz Mae
Moneiz Lur Biafran (BIAP)

Biafra a oa ur stad disranner e gevred Nijeria etre ar 30 a viz Mae 1967 hag ar 15 a viz Genver 1970. En em zaskorañ a reas penn e lu d'ar 12 a viz Genver 1970. Eus pleg-mor Biafra e tenn e anv.

Gant nebeut a vroioù e voe anavezet ar vro: (Gabon, Haiti, Aod an Olifant, Tanzania, ha Zambia). Broadoù arall a skoazellas anezhañ hep hec'h anzav. Frañs, Rhodesia ha Suafrica a roas ur skoazell vilourel guzh dezhi met eus Portugal e teue an harp pennañ. São Tomé ha Príncipe, a oa da Bortugal d'an amzer-se, a oa kreizenn ar skoazell etrevroadel hag e oa e Lisbon e veze moulet moneiz Biafra. Israel a roas da vBiafra an armoù he doa kemeret e-pad ar brezel c'hwec'h devezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Biafra

E 1966 e oa bet un taol-stad c'hwitet e Nijeria. Un ofiser igbo - Major Kaduna Nzeogwu - a oa en e e benn hag abeg eus marv Sir Ahmadu Bello, un penn bras eus ar bobl Haousa. Daoust ma oa bet gwasket an taol-stad gant un Igbo arall Johnson Aguiyi-Ironsi e krede tud norzh Nijeria e felle d'an Igboed lazhañ an Haousaed. An dra-se a voe abeg ur pogrom ma voe lazhet degadoù a miliaodù a Igboed. An darn vrasañ eus an Igboed a oa o chom e Rannvro ar Reter a oa he gouarner milourel Chukwuemeka Odumegwu Ojukwu. Embann a reas e voe ar rannvro ur stad dizalc'h gant he gêrbenn en Enugu ha lemel a reas traoù ar stad-kreiz.

Respont a reas ar stad-kreiz gant ur c'haeladur armerzhel ha soudarded a gasas war-raok adalek ar 5 a viz Even 1967. E-pad ar brezel diabarzh a heulias ec'h argasas meur a wech an nerzhioù biafran kornôg Nijeria met dont a reas a-benn al lu kevreel d'o diarbenn. E-barzh tachenn Biafra a yeas neuze ha rediañ ar Viafriz da ziblasañ o c'hêrbenn da Aba, da Umuahia e fin ar bloaz ha neuze, e 1969 en Owerri.

E 1970 e oa bet drastet Biafra gant ar brezel ha dezhi e vanke boued. Tra ma kouezhe en he foull ar vro e tec'has kuit Ojukwu. Ar pezh a chome eus tachenn ar republik a voe adstaget ouzh Nijeria.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.